Malton (Yorkshire)

Iliz-parrez Saint Michael, e kreiz kêr Malton

Malton zo ur gêr hag ur barrez keodedel eus hanternoz Bro-Saoz, e kontelezh North Yorkshire. Gwechall e oa e North Riding of Yorkshire ha bremañ emañ e Distrig Ryedale. War-dro 13 000 a dud zo o chom e Malton.

Emañ ar gêr en hanternoz d'ar stêr Derwent. Er c'hreisteiz d'ar stêr emañ Norton-on-Derwent. Gwechall e verke ar stêr Derwent ar vevenn etre an North Riding hag an East Riding e Yorkshire.


© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search